Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Gustave Courbet |
Anv-bihan | Gustave, Jean, Désiré |
Anv-familh | Courbet |
Deiziad ganedigezh | 10 Mez 1819 |
Lec'h ganedigezh | Ornans |
Deiziad ar marv | 31 Kzu 1877 |
Lec'h ar marv | La Tour-de-Peilz |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Lec'h douaridigezh | Cimetière Communal d'Ornans |
Breur pe c'hoar | Juliette Courbet, Zélie Courbet |
Pried | talvoud ebet |
Kompagnun(ez) | Virginie Binete |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | livour, kizeller, communard, drawer, visual artist |
Tachenn labour | livouriezh |
Bet war ar studi e | Académie Suisse |
Bet studier da | Charles-Antoine Flajoulot, Charles de Steuben, Nicolas-Auguste Hesse |
Lec'h labour | Pariz, Ornans |
Sponsor | Alfred Bruyas |
Oberenn heverk | Source of a Mountain Stream, Orin ar Bed, Source, A Burial at Ornans |
Diellaouet gant | University of Maryland Libraries |
Luskad | Realism |
Ezel eus | Commune Council |
Prizioù resevet | Exhibition of French Artists, Marc'heg al Lejion a Enor |
Deskrivet dre | Bust of Gustave Courbet |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Philadelphia Museum of Art Library and Archives, Frick Art Research Library |
Critical catalogue | La Vie et L’œuvre de Gustave Courbet, Tout l'œuvre peint de Courbet |
Jean Désiré Gustave Courbet (10 a viz Mezheven 1819 – 31 a viz Kerzu 1877) a oa ul livour gall eus ar skol "realist", en XIXvet kantved.
E Kumun Pariz e 1871, e kemeras perzh.
Perc'henn war madoù oa e familh, un ti feurm er Jura o doa, pinvidik a-walc'h e oant neuze da geñver ar re all.
Er c'hloerdi e voe kaset Gustav, evit kaout un deskadurezh lennegel. Hogen plijout a rae muioc’h dezhañ ar c'hentelioù livañ, e-skoaz d’an dañvezioù all. E skolaj Besançon e oa, hogen ne oa ket a-zevri gant ar studioù klasel, hag e tarempredas da-vat kentelioù an arzoù kaer, re an Ao Charles-Antoine Flajoulot. Da Baris ez eas d'ober studioù war ar gwir. Gant ar studioù gwir e tiskrogas er bloaz 1839-1840, evit mont da vat war an obererezh a vourre gantañ, al livañ. E holl amzer a dremene o livañ en atalier an arzour Charles de Steuben. E mirdi al Louvre ez eas da livañ alies, evel a rae al livourien all, evit dreveziñ ha kopiañ livadurioù arzourien all brudet araozañ. Gant al livadurioù teñval / sklaer hollandad e voe boemet, an hud venetian hag ar wirvoudelezh spagnol. En nevez-amzer 1841, e voe dizoloet arvorioù Normandie gantañ. Gant ur c'heneil dezhañ Urbain Cuenot voe e gentañ troiadenn.
Diskenn a rejont ar Seine e-bourz ur vag, deus Paris d'an Havr. En ur skrivañ de dad e kontas e voe sebezet ha boemet gant seurt ermaeziadeg, gant ar tiez, ar gweledvaoù, an natur...
Deroù 1841, e kredas Coubet kinnig ul livadur da juri ur saloñs : Portraits d'Urbain Cuenot et Adolphe Marlet, neoazh nac'het e voe ganto. Er c'harter latin e voe graet gantañ e annez.
1842 emboltred gant ar c'hi du, un epagneul, hag evit ar wech kentañ e voe aotreet unan eus e daolennoù, en diskouezadeg. Levenez ennañ, diflukañ maez eus an divrud.